Sharat Chandra Chatterji

Sharat Chandra Chatterji

Sharat Chandra Chatterji (anavezet ivez evel Sarat Chandra Chattopadhyay pe Sharat Chandra Chatterjee (15 Gwengolo 1876 - 16 Genver 1938) a oa ur skrivagner eus India. Unan eus ar romantourien brudetañ e oa e Bengal, en 20vet kantved.

Plediñ a ra e skridoù, evel filmoù Satyajit Ray diwezhatoc'h, gant an dislavarioù a oa da neuze e kevredigezh ar Bengal, etre an hengoun hag ar vuhez vodern. Unan eus e romantoù brudetañ zo anvet Devdas, ha meur a film a zo bet savet diwarnañ abaoe.


Developed by StudentB